Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
a Vontroulez

Me assur dêc’h, tad Simon, e zomp deut oll rêsonaploc’h abaoue m’en em occupomp evelse, hac hon eus ivez calz muioc’h a blijadur.

— Ma, eme Simon a Vontroulez, ravisset oun deus ar pez a lavarit, hac se a zo ur satisfaction vras evidòn. Cuntinuit, va bugale ; pa vezo ur scol er bourg, na vanqit qet d’en heuill, bras ha bian. Calz a obligation a dleit da gaout d’ho Person ha d’ho Mêr, abalamour d’ar soign a guemeront evit procuri dêc’h ar voyen d’en em instrui, rac ur presant caer a reont dêc’h. Caout a ra dìn e santit an dra-se, pa gomzit evel a rit. Na ouffen qet lavaret dêc'h ar blijadur a santàn ous ho quelet en dispositionou mad-se. Mes, va mignonet, n’eo qet aoüalc’h d'en em broposi ar vad ; ret eo perseveri d’en ober. Ur resolution vad a zo ar c'henta pas, hac ar c’henta pas a zo bepret an diessa. Guelit eta peguen sot e vet distrei adrec, pa na zeus mui nemet da vale var eün en un hent caer ha tracet oll ! Güir eo gouscoude e zeus tud hac a so crén evit prométti calz a draou caer, hac a zo qer buan prest da abandoni o execution. An dud-se so diot, hac e zeo ret dioüal d’o imita. Peguen bian benac eo ul labour, n’er grêr qet hep perseveranç ; ur vertuz necesser eo evit pratica tout ar re-all. Clêvet a rêr alies lavaret : me rayo, ha na veler qet bepret ober. Perac ? dre n’o deveus qet a berseveranç ar re el lavar. Nebeut a dud zo n’o deveus santet mouvamanchou a vertuz ; mes peseurt merit zo evit se, ma teu ar mouva-