Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
a Vontroulez

mont, hep souten, hep recommandation evit en em blaci. Peadra voa da sonjal ; mes Jannedic hac hi voa capabl da sonjal e netra a fur ? « Ne fell dìn mui, emezi, beza plac’h da vugale ; re fatigus ha re genant eo an dra-se. Me fell dìn en em blaci e qalite a blac’h a gampr en un ty bras benac ; se afat so ur plaç brao ! Guelet e meus plac’het a gambr qer brao guisqet eguet o itronezet, ha me certenamant a vezo coantoc’h eguet va mestrez. Na ouzon da biou en em adressi ; mes neus fors ; mont a ràn da bedi d’am annonci er bultin. » Caout a eure ur plaç e qalite a blac’h a gampr ; mes allas ! e ty un itron nebeut respectabl, hac e pelec’h ne devoe dirac he daoulagad nemet exemplou fall, pere a echuas d’e c’holl.

Ne fell qet dìn, merc’het yaouanq honest, conta dêc’h en detaill ar rest eus a histor Jannedic. Ar recit-se ho laqafe da grena, hac ho tiouscouarn ne dint qet grêt evit clêvet seurt horreuriou. Aoüalc’h e zeo dêc'h gouzout e zeo sortiet eus an ty debordet-se, e pehini e devoa bet ar maleur da antren, collet a reputation, hac e zeo en em livret da ur vicher iffam hac an horrupla. Epad ur certen amzer e credas esperi gallout beza eurus evelse e creiz ar viç ; mes dorn Doue a voa prest d’he sqei. Souden he oll charmou a so goezvet ; ar c’hlénvejou hac ar vizer e c’hemer evel ur preiz da zevori. Echu eo oll eviti ; nep ressourç : ar remors, ar vez, ar souffrançou, ar spont, so oll ar pez a chom ganti ! Ne gredàn qet ; nan, ne gredàn