Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
Simon

qet despeigni dêc’h ar stat eüzus e pehini e meus bet cavet ar valeuruses-se, drouc-livet oll, treutêt, dishevelebet, o c’houlen gant truez ur c’hinaouadic vara evit souten he buez disprisabl !… Ar valeuruses anfin ne deus mui nemet ur reqet da formi, un diveza esperanç da goncev : caout ur c’hoignic da renta he huanaden diveza en un hospital destinet da receo ar merc’hed debordet !… »

Quement a voa o selaou an histor-mâ, a vire ur silanç trist, hac an daelou a ziruille deus o daoulagad. Ar plac’h yaouanq pehini e devoa comzet da guenta eus a Jannedic, a lavaras erfin : Ah ! paourez-qèz Jannedic ! Cetu aze eta ar pez so caus ne zeus mui clêvet comz eus anezi. Ret eo demp miret da lavaret netra eus a se d’he mam baour. Gouall maleurus eo ; mes guelloc’h eo c’hoas dezi credi e zeo maro he merc’h, eguet gouzout e peseurt stat horrubl e màn.

Sellit, va bugale guèz, eme Simon a Vontroulez ; sellit an differanç so, evit ar boneur, etre ur gundu honest ha labourus, hac ur gundu dibarfet ha dissipet ! Sellit c’hoas peseurt avantach deplorabl eo ar goantiri, pa zalc’her re a bris dezi ! Caerdet ar visach ne deus talvoudeguez nemet pa zeo imach caerdet an ene. Bezit sonch atao eus a histor Jacqettic, ha sonjit alies en hini Jannedic.


————