Simon a Vontroulez a ra un embann var avantajou hac histor ar Vaccin.
An deiz varlerc’h e voamp abred var droad. Goude ma voe grêt an afferaou, ha qimiadet, Simon a Vontroulez, en eur drei e guein d’ar vêred, a lavaras « — Adie, autrou M… eus a Ꝃ…, te pehini so bet meulet gant rêson en Beach ar Finister, gant an A. C.[1] ; me ivez emeus bet an enor d’ac’h anavezout ; adie, tud vad, Bregneou ; adie, tud ar Guilly, c’houi pere ho poe qement a soign diouzòn epad ar c’hlénved a ris en ho ty ! adie, C. ha da oll dud da dy va mignonet da viqen ! Adie, Moelanis. Tri bloas ha trêgont so em boe ar boneur d’oc’h anavezout. Reqeti a ràn digant Doue peb seurt boneur evidoc’h oll. — Neuze e qemerjomp hent Clohars, hac e ejomp e Guimperle[sic].
En eur antren e Qimperle, Simon a Vontroulez en em arrêtas crac ha sebezet oll, dirac un ty, e pelec’h e voa ur bautrezic azezet etal an nor. Na vouien dabord da betra tamal an indignation a velen en daoulagad va c’hamarad a veach ; mes en em appercevi a ris souden e voa bisach ar buguelic-se, goloet oll eus a vercou rus, hac e tivinis sonjeson Simon. Antren a
eure en ty, hac e c’houlennas mam ar bautrez.
- ↑ Voyage dans le Finistère, gant Jacques Cambry, 1797-1798 (Notenn gant Wikimammenn)