— Dêc’h-hu ê ar buguel-se, emezàn ? — Ia, Autrou. — Eh bien, meritet oc’h eus e c’holl. — Glac’har aoüalc’h ameus bet gant se ; ar grouadurezic paour a so bet tost aoüalc’h d’ar maro. — Lavarit e zoc’h bet var ar poent d’he laza. Penaos, va Doue ! beza oc’h eus recevet instructionou brezonec digant ur mignon eus va bro, e pehini e verqet dêc’h ar madou burzudus a opere ar vaccin, hac an danger bras so da viret na vez yaccinet ar vugale ; medecinet oc’h eus, hac en em ampres da laqat ar vaccin enno, hac e tepordit ma teuyo ar vrec’h horrerus da laza ho pugaligou !… Gouzout a rit-hu…
Epad ma edo Simon a Vontroulez e scandala, e clêvjomp un tabouriner o sqêi un embann. Petra eo an dra-se, eme Simon ? — Michanç eo evit publia un dra benac eus a bers ar Mêr. — Ah ! ah ! güell a ze, eme Simon. Prestit dìn ho puguel.
Qemer a ra ar bautrezic clàn etre e zivrec’h, hac e red d’en em blaci tost d'an tabouriner. An dremenidi a voa en em arrêtet da zelaou an embann en dro deomp. Qerqent ha ma voe achuet ar roulamant, an embanner en em breparas da lenn e ziscours ; mes Simon, carguet a impaciantet, a ancounac’hâs reol an dereadeguez, hac a droc’has ar gomz d’an embanner, en eur grial aboes penn :
« Habitantet Qimperle, sellit ous ar buguelic paour-mâ ; emedi o paouez caout ar vrec’h, hac eo bet var ar poent da vervel ; epad e buez e tougo ar mercou deus ar c’hlenved horrupl--