tra, pa ziguezas dezàn remercout ar messaerien dénved, hac er Scoçz e zeus calz, a drape avichou bulbuennou evel ar re a deu da deziou ar zaout. O interrogi a eure, hac e vouezas dioute penaus ar re o devoa bet ar bulbuennou-se, n’o devije james ar vrec’h. Er memes amzer ur Gall hanvet Rabaud, habitant deus Montpellier, en devoa grêt ar memes observation, hac en devoa comzet eus a se da ur medecin Sauz, pehini a gontas an dra-se d’ar medecin Scoçz. Emàn ractal a eure experiançou, goude pere ec’h anavezas e voa fontet mad re an autrou Rabaud, hac e re e-unan. Neuze e reas anavezout an disolo-se, hac an oll vedecinet a assuras dre experiançou all an hini en devoa grêt an doctor Jenner. Laqet so bet da gousqet, epad meur a zevez, ur buguel vaccinet gant ur buguel leun a vrec’h, hac ar c’hléved n’en deveus qet bet qemeret en hini vaccinet. Beza e zeus neuze tud hac a lavar penaus ar vaccin a ro clénvejou all. An dud sod a gred an dra-se ; mes faribolennou eo qementse : ampech a ra da gaout ar vrec’h, ha cetu eno tout. Ur vad qen bras eo, ma tlefe an oll gouzout hano Jenner ar Scoçzian, hac hini ar Gall Rabaud, evit o repeti hep cess gant anaoudeguez, e peb brô eus ar bed.
« Lavaret emeus dêc’h penaus ar re na laqint qet ar vaccin en o bugale, o devezo qeuz. Selaouit : cetu amâ ar pez ameus guelet en unan eus va beachou. Ur vreg e devoa daou vuguel ; mes garout a rê unan anê muioc’h eguet e-