guile. Ar breferanç-se a so atao coupabl e calon ur tam ; offanci ra an natur : evelse ivez Doue a bunissas ar vam-se. Consanti a eure laqat ar vaccin er buguel a garrie an nebeuta ; mes ne gredas qet exposi e muia-caret d’an experianç, eus ar vaccin, a behini ec’h ignore an effejou precius. Petra a c’hoarvezas ? Eleal ar vrec’h en em disclêrias er vrô, hac ar buguel caret, pehini na voe qet falvezet lezel da veza vaccinet, en devoe ar vrec’h, hac a varvas ganti. Eguile, pehini a voa bet vaccinet, n’en devoe qet ar vrec’h, hac a zo yac’h-pesq. Habitantet Qimperle ! dioüallit da imita ar vam maleurus-se, coupabl en diou fêçon, ha qer cruelamant punisset ! Cetu aze ar pez am boa da lavaret dêc’h. »
Simon a Vontroulez en devoa excitet un attantion ar vrassa. Adjoent an autrou Mêr, leun a eston, en devoa er selaouet ivez, ha ne voa qet falvezet dezàn interrompi e ziscours. P’en devoe echu Simon da barlant, e tistroas ous an Adjoent, hac e lavaras dezàn : Autrou, pardon a c’houlennàn diganêc’h, deus al liberte emeus qemeret ; mes credet emeus ober mad en eur bublia ar pez ameus lavaret. — Qer mad oc’h eus grêt, eme an Adjoent, ne meus mui netra da lavarat va-unan, rac va fublication n’en devoa qen objet nemet da annonci d’an habitantet e venaç ar vrec’h hon brô, ha d’o angagi da laqat eves dious ar c’hlénved. Comzet oc’h eus gant muioc’h a nerz eguet n’am bije me grêt, marteze, hac ho trugarecât a ràn. —