Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/70

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
Simon

em bossede qet gant ar joa. Poqat a rê d’an tad, d’ar vam ha d’ar vugale : ur blijadur ravissant e voa guelet se. N’eo qet ret dìn lavarat penaus e voemp trêtet en ty-se. Simon en em felicitas da gaout un affer benac da drêti en Qimperle, pere a reas dezàn dale eno un devez benac. Me voe ivez charmet eus a se, rac ne zeus netra a gaeroc’h, herves va santimant, evel guelet un tieguez mad composet demeus a dud honest ha vertuzus.





CHABISTR XV.


Simon a Vontroulez a ra meur a rancontr var an hent bras, ha conseillou mad pere a ro var meur a sujet.


Ancounac’hat a ràn atao, va mignon lenner da gomz dêc’h eus a afferaou va c’hompagnun a veach. Mes sonjal a ran e tleont hoc’h interessi nebeutoc’h eguet e ziscoursiou. E general e afferaou a ya prest en dro : guerza ha prena a ra, herves an occasion, hac e varc’hajou so achuet hep conta calz a gaujou inutil. Neuze eo memes e comz an nebeuta tout, rac beza en deus evit princip, en afferaou, penaus d’an den aviset mad, ne zeus ezom nemet nebeut a gomzou. Rac-se, bevech ma lavarìn dêc’h : Erruout a rejomp en ur guær pe en ur bourg, en devoa Simon un dra benac da ober eno. Ha pa lavarìn dêc’h : Partial a rejomp eus al lec’h--