Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
a Vontroulez.

hed an hent, ha ne arrufen biqen, ma en em arretfen bep moment, evel ma e rejomp neuze.





CHABISTR XVI.


Simon a Vontroulez en em gav en un ty, hac en em despit eus a ingratiri an domestiqet en andret o mestri.


Quittat a rejomp an Oriant evit mont da Sant-Briec. Rentet en ur villagen vras, ec’h antrejomp en un ty a apparanç gaer. Ne voa nemet an domestiqet er guêr ; ar mestr hac ar vestrez a voa êt da un eured.

N’ouzon qet, eme ar vatez, petra e devoa va mestrez dec’h ; hed an deiz e voa en un humor ar goassa.

Ar Mevel. — Me voar ervad petra e devoa ; eleal, c’hoari gaer a voa bet etre e goas hac hi, abalamour d’ar verc’h.

Ar Vates. — Ah ! dam, da vestr a so goal vrutal.

Ar Mevel. — Güir eo ; mes da vestrez so ive goal indifferant, hac a so eurus mad caout tud da soigni e bugale.

Ar Vates. — Ne bae qet mad aoüalc’h ac’hanòn evit e meuli.

Ar Mevel. — Selaou : an eil a dalvez eguile. Abaoue an devez ma collas uguent scoët er c’hoari gartou, ne meus qet bet ur moment mad dioutàn. Ur c’hoarier echuet eo.