em ampari deus e arc’hant. Un nebeudic qent mont d’ar maro, e vam a falvezas dezi e velet evit ar vech diveza. En em bresanti a eure dirazàn en ur grena ha disesperet oll… » — Maleuruses ! emezàn, en eur grial hac o sellet outi : deut oc’h eta da gontempli ho labour amàn ! c’houi eo, ho carantez dall, ho neglijanç eo, o deus va lezet da antre en hent ar c’hrim !… Ah ! ma na vijen qet bet abandonet dìn va-unan, adalec va bugaleach ; m’ho pije qemeret ur soign benac eus va education ; ma n’ho pije qet va lezet da gresqi ebars en ignoranç, en didalvoudeguez, er feneantis ; m’ho pije stourmet ous va santimanchou fall ; m’ho pije grêt dìn heuill principou ar religion, ar chafaud na vije qet savet hirio evidon !… Perac, pa em guelec’h o qemer habitujou vicius, noc’h eus-hu qet va dalc’het en brid ? Perac oc’h eus-hu serret ho taoulagad var ar c’henta laeronciou a meus grêt dêc’h ? Perac noc’h eus-hu qet va rentet capabl da c’hounit va buez en honestis ? Perac noc’h eus-hu qet chasseet pell diouzòn ar mignonet dangerus a henten, ha pere a so commancet d’am egari dre o c’honseillou fall ? Perac ne zoc’h-hu qet en em savet a enep va c’henta debauchou ?… Evelse eo e zoun en em familiariset gant ar c’hrim. Va ezomou a so cresqet, hac an oll voyenou a so seblantet mad dìn evit o c’hontanti. Ur vech lancet en hent maleurus-se, n’en deo bet mui possubl dìn sortial eus anezàn. E heuillet a meus,
Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/83
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
a Vontroulez.