Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
Simon

ha cetu me arruet en termen da behini e cundu !… Disenoret e meus va famill ; coumettet e meus an oll dorfejou ; va daouarn o deveus scuillet goad va mad-oberour, pehini en devoa digoret dìn e zivrec’h !… Mont a ràn anfin da receo ar bunition just eus a guement a horreuriou… Mam goupabl ha maleurus ! Qementse oll so ho labour… Gallout a rit-hu c’hoas souten va guel ? Ah ! pellait… tec’hit dirazòn… » Ar vam miserabl-se, anter-varo, a fell dezi poqat da zaoulin he mab. — » Na dostait qet ouzin, emezàn, gant furor ha disesper ; ho mab a dol mil mallos var ar vuez en deus recevet diouzoc’h !… » Ar vam maleurus, accablet dindan malediction he buguel, a güez semplet ; he halan a vanq dezi, he c’halon so stanqet, he daoulagad so clos-serret, hac e varv eno var ar plaç… — « Mervel a ra ! a gri ar miserabl ; collet eo evidòn… Va mam !… Ah ! cetu aze eta va zorfet diveza !!!… » — Ne allas qet lavaret davantach, hac e cuezas e-unan semplet ; na deuas ennan e-unan nemet evit beza casset d’ar maro.

Goaset, graguez ha bugale am selaou : petra ho pije-hu santet, ma en devije ar maleurus en deus souffret ar maro hirio, roet dêc’h ur seurt arvest ? Ah ! hep douet, grêt en devije, me so sur, un effet terrubl en ho calonou. Eh bien ! gallout a rê marteze lavarat dêc’h ive qement oc’h eus clevet ganén ; mes e fêçon a vije bet touchantoc’h, terruploc’h eguet va