Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
a Vontroulez.

hini, rac laqet en devije daelou a voad da strinca eus a goeled ho calon.

Biscoas n’em boa guelet Simon a Vontroulez o comz gant qement a nerz hac a eloqanç, evel en discours-se. E zaoulagad, e vlêo guenn, ar fêçon eus e visach, pehini a roe da velet e sante qement a lavare, e vouez, e jestou anfin, o devoa oll un dra benac a derrubl, pere a seblante remui o goad d’an auditoret. Beza e zoad en ur stat an trista. An hostises memes a voa drouc-livet, ha na vouie petra da sonjal eus an den e devoa en e zy. Anfin, an oll en em dennas goustadic ha gant ur silanç hac un dranqilite dign eus ar sujet a voe trêtet.





CHABISTR XVIII.


Simon a Vontroulez a zisqeuz sclêramant penaus ar guempennadurez na goust netra.


Deus a Sant-Briec e teujomp da Rostren ; mes ne arretjomp mui nemet e vilagennou, dre an hentchou trô. Se ne ampechas qet Simon a Vontroulez da rei e dam da bep-hini, pa gave an occasion.

O veza bet surprenet an devez qenta eus hor beach, dre un arneu bras, ec’h ejomp den em abrita en un ty a nebeut apparanç, e pelec’h e voa ur vreg var dro daou uguent vloaz, ha daou vuguel yaouanq. Ret e voa d’ar glao