qeti a ràn dêc’h yec’hed mad, mes ive proprete.
Simon en devije comzet muioc’h ; mes ne voa qet fachet da sortial dious an ty lous-se, ha pa velas e voa tavet ar glao, e leverjomp qen a vezo d’an dud paour-se , hac e cuntinujomp hon hent.
Simon a Vontroulez a expliq da vreur ur jured nevez an natur hac an importanç eus e fonctionou.
Vardro fin mis eaust ec’h errujomp en Bourbriac e pelec’h ne anavezemp den, mes e pehini e voemp pedet a galon vad da vont da loja da dy ur fermier pinvidic, pehini en devoa grêt ur pennad hent ganeomp, ha cauzeet calz gant Simon a Vontroulez.
Pa voemp disquiset, ha pa hor boe evet ur podat gist ; rac eno, tro vardro, coulz hac e calz a blaçou all eus a Vreiz, e veler un nombr bras a blant avalou, bete soqen dre an hentchou ; ar pez a ra d’an darnvuia eus an dud divar ar meaz caout gist da verza, hac ive da eva do repasiou ; pa voemp eta disquizet, e lavaras Simon : arça, ret eo ivez sonjal e zoar antêtet aoüalc’h e meur a blaç eus ar Finister, mes dreist oll en arrondissamant Montroulez, pa veler na deuer qet a benn da laqat e speret an dud divar ar meaz ar profit bras a denfent