rabl ; hac ur vech rentet libr, e teufe adare da goumetti crimou, en eur laeres pe laza ; ha na deufe qet neuze ho preur da sònjal e vez en a vez caus eus ar maleuriou-se ? Ne deufe qet memes e gonscianç da ober dezàn rebechou terrubl ?
Morin. — Qementa lavarit a seblant dìn güir, tad Simon ; mes penaus ober evit non pas en em exposi da se ? ret eo eta o c’hondaoni oll ?
Simon. — Vantredie ! penaus e zit en dro ! Ounnes a vez c’hoas brassoc’h sottoni eguet an hini guenta. Guelet a ràn na ouzoc’h qet e petra e consit ar fonctionou a bere e zeo carguet ho preur e qalite a jured.
Morin. — Nonpas nemeur, evit lavarat güir.
Simon. — Var se, selaouit ac’hanòn : En eur azea var banq ar juri, en em an gager dabord da selaou an oll rêsoniou a vezo discutet, gant ar brassa attantion a vezo possubl, hep prevantion evit pe a enep an accuset, ha da lavarat neuze an ompinion en conscianç. Tleout a rêr laqat an oll attantion a behini e zoar capabl, d’ar pez a lavar an testou, da ziscoursiou an antrou avocad general, da re diffennourien an dud accuset, ha da hini ar presidant. Ho preur n’en devezo mui neuze nemet respont d’ar guestionou a vezo grêt dezan gant ar barnerien ; rac neo qet ho preur a so carguet de renta an arrêt. Goulennet e vezo digantàn hac an accuset so coupabl, mar deo coupabl gant pe hep premeditation ; hac en so güir e zeo bet ar c’hrim accompagnuneqêt eus ar circonstançou-mâ,
8