pe deus ar re-ont. Da guementse oll, ho preur a responto ia pe nan. Mar deo certen mad, goude ar pez en devezo clevet, e zeo coupabl an accuset, ho preur a vez coupaploc’h c’hoas, evel ma edon o paouez en lavaret dêc’h, en eur disclêria ar c’hontrel. Mes, mar en deus an disterra douet, ma ne gav qet rêsonniou patant aoüalc’h, a brouvidiguez aznat, e tle respont nan ; rac guelloc’h e zeo calz en em exposi da absolvi un den coupabl, eguet risqa da gondaoni un innoçant. Neuze, pa en devezo laqet e oll soign da anavezout ar virionez, neus câs peseurt isçu en devezo an affer, e zever a so peur-achuet, hac ec’h ello cousqet tranqil. Goude e zisclaration, ar barnerien a rayo anfin application al lezen, hac e prononcint an arrêt dre behini an accuset a dle beza condaonet pe laqet e liberte.
Morin. — Compren a ràn mad ar pez a lavarit, tad Simon ; mes se na ampech qet an dra-se da veza ur garg nec’hus ha poannius.
Simon. — Poannius, na zisconvenàn qet eus a se ; mes ne velan qet e vez qen nec’hus-se evit un den honest. Na dleer guelet en se, va mignon Morin, nemet ur garg enorapl, eus a behini en em acquitto ho preur scurpulusamant, dre ma santo muioc’h an important. Ret eo selaou oll gant ar brassa attention ; clasq ervad disolo ar virionez, hep goulen avisou ar jureded all ; rac ar gonscianç eo hepqen a dle cundui ar jureded ; goude se lavarat an ompinion, evel ma vezo, hep aoun. Evelse ho preur en