Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
Simon

treus en eur gavjomp, pa voemp surprenet gant an nôs. Simon a Vontroulez a broposas en em arrêti en un ty a velemp ur pennadic diouzomp. En em renta a rejomp, ha Simon a scòas var an nor. — Piou so aze, eme ur vouez raouliet, pehini a zisqeuze beza hini ur vreg ancien ? — Mignonet, eme Simon : digorit deomp. — Piou oc’h ? — Marc’hadourien o tont eus ar foar, hac a c’houlen repu. — Güir eo se ? — Sellit qentoc’h dre ar prennest. An hini gôs a sellas en effet, hac a deuas da zigueri deomp.

An tyic bian-se a voa habitet gant ur paysant côs, e vreg hac o mab, pehini a elle caout etre uguent ha pemp bloaz varnuguent. — Nos vad dêc’h, va zud, eme Simon. Contant e vec’h-hu e tremenfemp an nôs en ho ty ? Aoun hon eus d’en em egari en hentchou tro-mâ. — A greiz calon, eme an hini gôs ; doare tud honest oc’h eus, hac ec’h assurit ac’hanomp un nebeud er moment-mâ. — Penaus ! rassuri ac’hanoc’h a reomp ? — Oh ! ia ; mes aoun aoüalc’h ho pezo evidoc’h oc’h-unan, m’en assur dêc’h. — Petra fell dêc’h lavarat gant se ? — Guelet a reot… — Mes anfin, petra eta c’hoas ? Hac én a vez laeron dre ar vrô ? — Ah ! bien ia, laeron ! Goassoc’h eguet laeron, m’en assur. — Lavarit eta deomp petra eo. — Ato, autrou, eme an hini gôs, ene an autrou Richard !… — Pa glêvas Simon a Vontroulez an dra-se, e tirollas ur c’hoarzaden qer bras deus e gorzaillen, qen a ranqe delc’hel e gof bras gant e zaou zorn,