Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/95

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
a Vontroulez.

evit miret da gueza. An dud paour-se, pere n’o devoa nep c’hoant da ober qement all, a voe spontet o velet Simon o sailla evel un dremedal, hac e voent var ar poent da gredi e voa côf bras Simon a voa ive ene an autrou Richard, a deue d’o goapât. N’ho pezit neb aoun, emedòn-me ; n’ho pezit neb aoun : guelet a rit ervad n’en deus qet ar fêçon dious un ene. Mes, expliqit eta deomp petra eo an hini eus a behini oc’h eus comzet deomp. — Me ya d’en lavaret dêc’h. Beza voa amâ tost ur bourc’his hanvet an autrou Richard, hac a rê calz a vad d’an oll beorien. Bremâ e zeus daou vloaz, pa varvas, e voe un desolation general tro vardro. Un enterramant gaer a voe grêt gantàn, hac an oll amezeyen o deveus laqet lavaret offerennou evitàn. Mes ni so qen paour, n’hon eus qet ellet laqat lavarat nicun, hac e zomp chagrinet bras gant se. Na bossedomp nemet un tamic douar hac ar jardinic oc’h eus guelet en eur antren amâ. Mes gouscoude hor bije guelloc’h grêt en eur laqat lavarat un oferen evit an autrou Richard, pehini en deus grêt qement all a vad deomp. E ene a so fachet ouzomp, rac abaoue m’hon eus grêt hon eaust, e teu bemnos da zorna hon bed, hac e cass gantàn muia ma ell, evit rei d’ar beorien.

Simon a Vontroulez a voa en trein da farçal hac a gontinue da c’hoarzin, peguement benac e tisplije se calz d’an dud qèz-se. Gouscoude e lavaras dezo : ma carjec’h beza êt da gonsulti ho person, en devije tennet an traou-se dious ho penn, dre an aviaou mad en devije roet