Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/98

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
Simon


Selaouit, eme Simon : Bremâ so meur a vloavez e clêvet un teuz hac a rede an nôs dre K… Goloet e voa oll a vlêo, adalec e benn betec e dreid ; ul lost hir en devoa, ha qerniel spontus var e benn. Er stat-se e treine chadennou var e lerc’h. Un nosvez gouscoude, en em dastumas pautret hardi hac armet mad, hac ec’h ejont d’e zeport. Vardro anter-nôs e clêvjot trous ar chadennou o tostât, ha diouc’h-tu va fautret a saillas varnezàn. An teuz paour a grie misericord ; mes tennet e voe digantàn ar c’hroc’hen eugen a c’holoe anezàn, hac hep truez outàn en devoe ur zêad hac e voe frottet qen mad e borpant, qen a voe yac’het da viqen eus ar c’hoant da c’hoari teuz. Anavezet mad emeus an horistal-se.

Evidoc’h-hu, amezec Maze, ma noc’h eus qet c’hoant da veza laqet etre daouarn ar justiç, e rentot, varc’hoas hep faut, an oll hed oc’h eus laeret, hac eiz scoet en arc’hant, evit ma ello an dud paour-ma laqat lavarat oferennou gant o mad-oberour. Meritout a rit ar bunition-se, e peb fêçon, dreist oll evit beza bet implijet d’hoc’h action fall, memor un den a so maro. Sonjit ervad e zeo ur c’hrim mancout a respet d’an anaon.

An amezec Maze a c’houlennas graç, hac a bromettas ar pez a c’houlennet outàn. E gass a rejomp quitt, hac én leun a vez hac a gonfusion, ha peb-hini a yas tranqilamant da gousqet betec ar mintin.

Goude beza dijuniet ha c’hoarzet divar goust