— 105 —
KANTIGOU EVIT AR RETREJOU
————
N° LXXXV. — O, ma Jezuz, setu deut an amzer.
- O ma Jezuz setu deut an amzer
Da bardoni da c’hlac’har ar pec’her
Nann biken mui bugel divat
Ne dreuzin dre ar pec’hed
Kalon ma zad.(2 w)
Diskan.
Parce, Domine, parce populo tuo,
Ne in aeternum irascaris nobis.
- D’eoc’h, ma Jezuz, pa ’m eus koustet ken ker,
Dre ho maro pa ’z oc’h bet ma Salver,
Na skoit ket ar wech-man c’hoaz
Eun ene ganeoc’h prenet
Eus lein ar Groaz.(2 w) Parce…
|