— 110 —
N° LXXXIX. — Diviz etre ar Sent hag an dud.
An Dud. 1. Porziou an Nenv digoret
’Vit ma klevimp ervat
Gant ar sent ha sentezed
Penaoz eman o stad.
Ar Sent. — O eürusted hep he far !
Diaes eo diskleria
Dre gomzou tud an douar
Pegen mat omp aman.
An Dud. 2. Dreist-holl ni ’fell d’imp gouzout
Kelou eus hon c’hrouer
E vadelez, e c’halloud
E pel lec’h a weler.
Ar Sent. — Anaout reiz anezan
Biken ne rei hini
Nemet ar re ’zo gantan
En nenv eveldomp-ni.
An Dud. 3. C’houi, merzerien didrec’hus
Teurvezit disrevel
Pegement ez oc’h eürus
Abaoe fin ar brezel.
Ar Sent. — War hon penn ar gurunenn
En hon dorn al lore
Ruz-gwad ha splann hon seienn
Ni ’zo gwir Rouane(d).
|