An Dud. 4. Ha c’houi, doktored Santel
Zo ken lemm ho spered.
Hirie d’imp c’hoaz reit kentel
Eus an nenv d’imp komzet.
Ar Sent. — ’R pez a skrivemp a gaeran
’Kenver ar wirione(z)
’Zo evel eun elvenn dan
Etal an heol kreiste(iz).
An Dud. 5. C’houi, ermited ar c’hoajou
Pell diouz ar bed kuzet,
Goude ho pinijennou
Penaoz en em gavet ?
Ar Sent. — Hon c’halon a zo beuzet
En eur mor a zudi
Ha war-dro gant an Eled
E Kanomp meuleudi.
An Dud. 6. Gwerc’hezed leun a vertuz
Alies disprizet
Petra breman a ret-hu
E palez ho Pried ?
Ar Sent. — Kreiz ar roz hag al lili
Ni a heuilh Oan Doue :
Tostoc’h d’ezan n’eus hini
Dre-holl lec’h ma vale.
An Dud. 7. G’houi labourerien douar
Ken dister ho madou,
Petra hoc’h eus bet er gloar
O kuitât ho parkou ?
Ar Sent. — An nec’h a zo tremenet
Dreist-muzul eo an eost.
A zo ganimp dastumet
O senti ouz hon Mest !
An Dud. 8. C’houi, peorien gez, dilezet
Gant ar pinvik digar,
Hag-en eo ho naon torret
Evel hini Lazar ?
Ar Sent. — Ouz taol Doue azezet
Eus e voed e tebromp
Hag eur vantel alaouret
War hon c’hein a dougomp.
An Dud. 9. Pec’herien hoc’h eus gouelet
Ken c’houerv ho pec’hejou,
Hag-en ez eo dizec’het
Ar wech-man ho taerou ?