Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/119

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —


N° XCIV. — Ar varn gentan.
Ton : XCIII


  1. Sonjomp, o kristenien, Ya, sonjomp, e gwirione(z),
    Deut ar maro, raktal e vimp barnet gant Doue.

Diskan.
    Gwerc’hez Vari, ma Mamm leun a druez,
    Grit d’in douja ar varn e-pad ma ’z oun e buhez.

  1. Ne vo ket c’hoaz serret d’hon c’horf paour e zaoulagad,
    Ma klevimp ar Barner o c’hourc’henenn d’imp tostaat.

  2. Ha neuze hon ene strafuilhet-holl gant ar spont,
    Hep gallout ’n em guzat a dleo renta e gont

  3. Pa zigoro al levr a skrivomp ennan bemdez
    Kement tra mat ha fall a reomp, pebez enkrez !

  4. Raktal ’kreiz hon ene ; e lennimp hon pec’hejou,
    Nemet ar re gwalc’het gant pinijenn ha daerou.

  5. Pegen hir al listenn evit an dud na glaskont
    Nemet o flijadur er bed-man ’pad ma vevont.

  6. Na sant, nag ael eno ne zeredo d’hon difenn ;
    Bouzar e vo an Nenv, didalvoudus ar bedenn.

  7. Met an den fur ’welo, dirak e Varner ledet,
    An tenzoriou gantan en amzer an eost medet.

  8. Fur setans a glevimp, a vuhez pe a varo ;
    Hag hon stad goude se da virviken a bado.

  9. Pep hini ac’hanomp kerkent ’yelo d’e dachenn,
    Gant aelez pe ziaoulou a zeuo d’e ziarbenn.

  10. Kalz war hent an Nenvou ’vo ret d’ezo dalea,
    D’ober er Purgator ar binijenn galeta.

  11. Heuliomp hent ar furnez, sed aze ar pep gwella ;
    He mouez d’imp a lavar : « karit Doue, ho nesa. »

  12. Skarzit diouz hoc’h ene, dre gofes, o den santel,
    Holl gailhar ar pec’hed, ha grit d’ho techou brezel.

  13. Tremenit pep devez, evel ma rankfe beza.
    Ar fin eus ho peaj, hag ho tevez diweza.

  14. N’eus forz pegoulz a zeuy Doue neuze d’ho kervel,
    Abred pe ziwezat, e viot prest da vervel.