— 120 —
N° XCV. — Ar varn diweza.
- Barnet e vo kement den ’vo bet war an douar ;
N’ouzer pe goulz pe amzer Doue hepken hen goar.
Ar sent a yelo d’an Neñv, d’an ifern ar re fall.
Bemdez, er wirionez-se, holl e tlefemp soñjal.
- Kent eur ho parnedigez, kent degouez fin ar bed,
O, bezit trugarezus, ma Jezuz, ni ho ped ;
Gras d’imp da c’hallout beva, evel ma vev ar sent,
Hag evit mont d’ho lez-varn, ’c’h aimp dinec’h en hent.
- Pa dostao fin ar bed, ’vo dre-holl ken gwaz reuz,
Ma tizec’ho diouz o sav, an holl dud gant an euz ;
Pa savo an « Antekrist » en aer e vanniel,
War an douar ’n em ledo ar spontusa brezel.
- Gant ar c’hurun o strakal, e kreno an douar ;
Ha pa gouezo ar stered, d’o heul, an heol, al loar,
E krogo dre-holl er bed, war eun dro, an tangwall,
Ma vo an holl dud gantan devet, koulz mat ha fall.
|