- E tregerno an drompilh en draonienn, er menez,
Evit degemenn ar varn, sonet gant an aelez ;
Ha kerkent eus kreiz o bez, a bep tu e savo,
Leun a nerz hag a vuhez, an holl gorfou maro.
- Int ken buan ’n em vodet e traonienn Jozafad,
Pa savint war-du an Nenv neuze o daoulagad,
E welint karget a c’hloar, hag e holl zremm skedus,
O tiskenn war an douar, ar Barner bras, Jezuz.
- E Groaz douget dirazan gant eur rummad aelez,
En eun doare kaer-dispar a lintro a-nevez ;
Ha kerkent ’vo diskleriet du bep hini e stad.
Na pegen eürus neuze e vo an holl dud vat !
- Met en o c’hichen, siouaz, ma pegen truezus
Ar setans a vo hini enebourien Jezuz !
Ne welint ken dor digor nemet dor an ifern,
D’o degemer da leski, kig ha mel hag eskern.
- Diskuliet dirak an holl pec’hejou pep hini,
Ma chomo, ouz o c’hlevout, nec’het meur a hini.
O, na pebez ranngalon, pa ranko dizale,
Pried kuitaat e bried, tad, mamm o bugale !
- Kerkent, graet gant an aelez eus an dud diou lodenn :
Ar re dle mont d’an ifern pe d’an Nenv, ’vit biken.
O Gwerc’hez santel, m’ho ped, roit d’imp ho skoazell,
Ma nijimp, goude ar varn, d’an Nenv a-denn-askell.
|