Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —
4
En Nenvou, ma Jezuz,
Neuze e vo lavaret :
An daerou hirvoudus
Ar boan a zo tremenet.
5
O peuc’h, O joaüsted !
O ma Jezuz, ma Salver,
Na pebez eürusted,
Eno ’pad an holl amzer.
6
Neuze, O ma Jezuz,
Me a gano deiz ha noz,
Gloar d’eoc’h, Tad truezus
Ha da Vari mil bennoz !
7
Aelez eus an Nenvou,
O ! me a zo eürus
O klevout ho moueziou
Hag ho kan meuleudius !
8
Peurstanket ma daerou, |
N° XCIX. — Karomp Doue da genta.
Diskan.
Ma ene Karomp Doue da genta. Er poaniou, er joa hed hon holl vuhez, ’vel ar sent klaskomp beva |