Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/134

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 134 —

Diskan.
    Klevit Mari, Mamm Doue
    Pedenn ar bobl kristen
    Doue fell d’imp Doue da Roue
    Doue gant e gomz da lezenn. (2 w)

  1. Bugale Juzevien ar c’halvar
    Hag o c’henseurted hirie c’hoaz
    A garfe mouga war an douar
    Ar soñj eus Jezuz hag e Groaz.

  2. Met c’houi, Mari, Mamm garantezus,
    Hag a roas Doue d’ar bed,
    C’houi a viro d’imp ho Mab Jezuz,
    Da Zoue ha da Vestr bepred.

  3. Doue fell d’imp e pep tiegez,
    Doue d’an tad, Doue d’ar vamm,
    Doue d’ar mab m’en devo furnez,
    Doue d’ar verc’h ma vo dinamm.

  4. Doue er skol d’ar mestr, d’ar vestrez,
    Doue d’ar hugel o teski !
    Siouaz ! na trista deskadurez,
    Pa vez ar skol hep kreuseufi.

  5. Doue fell d’imp en ospitaliou,
    D’ar c’hlanvour kaez en e anken ;
    Tud santel da zousaat e boaniou,
    D’e ene paour an absolvenn.

  6. El lez-varn, Kroaz Jezuz Hon Salver,
    Lakaet er penn uhela,
    ’Vit ma heulio bepred pep barner
    Jezuz ar Barner diweza.

  7. Doue en iliz d’an daou bried,
    D’unani o friedelez !
    Pa ne vez ket Jezuz en eured,
    Ne bad ket pell ar garantez.

  8. Gant ar soudarded hag o mestrou,
    Doue dalc’hmat er penn-a-raok,
    Evit kennerza o c’halonou,
    En deiz, siouaz, ma savfe krog.