Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —



  1. Pegen eurus oc’h c’houi, o Gwerc’hez venniget,
    C’houi ’zo Mamm d’ho Krouer hep kolla ho kwerc’hded
    Goulennit m’hon bezo, ’vit plijout da Zoue,
    Gant lod eus ho klanded, lod eus ho karante(z).

  2. Ha c’houi Jozeb, den just ha fidel d’ho tever,
    Choazet oc’h bet da ren da vaga hon Salver,
    Goulennit ’vidomp ar c’hras da virout bepred
    E-kreiz hon c’halonou Jezuz, Salver ar bed.

  3. Jezuz, ma Salver, Krouadur benniget,
    Bezit meulet noz-deiz, e pevar c’horn ar bed !
    Reit d’imp ’raok ho huitaat grasou gant largente(z),
    Ha renit hon c’halon da viken, o Doue !




N° CXVI. — Mabig Jezuz (Nedelek) (War don XIX)
Ton : XIX


Diskan

Ni hoc’h ador, Mabig Jezuz,
Mabig dous ha karantezus,
Doue meurbet madelezus.

1

Mabig Jezuz, e-kreiz an noz
C’houi a zilez ar Baradoz
’Vit dont en hon touez henoz.

2

Mabig Jezuz, Doue-bugel.
Ra vezo klouar an Avel,
En noz-man en dro d’ho kavel.

3

Mabig Jezuz, dre an menvou,
Aelez a gan d’eoc’h kantigou
Perak glevan me ho klemmou ?

4

Mabig Jezuz, me oar ervad
Perak e ouel ho taoulagad :
Hon fec’hed ’ra d’eoc’h kalonad.

5

Mabig Jezuz, evit bepred,
O ! me a dro kein d’ar pec’hed,
Ma c’halon d’eoc’h zo gounezet.

6

Mabig Jezuz, war ma daoulin
Dirazoc’h beteg ar mintin,
D’ho pedi henoz e chomin

7

Mabig Jezuz, hed ma buhez,
Me a veulo ho madelez :
Ra varvin en ho karantez !