— 174 —
- Darn, pell er pec’hed, ’deus bet bevet, —
Na pebez gwallenn d’eur c’hristen ! —
Betek an deiz m’int bet ’n em walc’het
E feunteun sakr ar binijenn.(2w)
- O mouez tregernus hon eus klevet,
E riskl pa vezemp d’en em goll :
Fizians e Doue dalc’hit bepred,
Bérr eo ar stourm, kaer an digoll.(2w)
- Holl Sent, d’ho heul ’fell d’imp c’hoaz bale,
’veldoc’h dre hent ar gwir furnez :
Sikourit neuze ho pugale,
Pa n’int nemet sempladurez.(2w)
|
N° CXXIX. — En an’ Doue hon sikouret !