Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/176

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —


  1. Salud d’eoc’h, iliz ma farroz,
    Salud Iliz ma zadou koz
    Ma c’halon a zeu da dommañ
    Iliz santel pa ho kwelan.

  2. Ma c’halon a zeu da domma,
    Ha ma daoulagad da ouela,
    P’ho kwelan, Iliz vinniget
    Rak ennoc’h oun bet badezet.

  3. Salud d’an tour ’zo war e benn
    Kroaz hon Salver, sin ar c’hristen
    ’zo ’n e greiz o seni kleier,
    War bep ton hag e pep amzer.

  4. D’in-me, devez ma badeziant,
    Kleier sakret, c’houi sone drant ;
    Ha pa zeuy devez ma maro,
    C’houi d’in truezus a sono.

  5. En amzer goz, ma c’hendadou
    A leze ti ha labouriou,
    Bep sul, bep gouel, evit diskuiz
    Gant Jezuz aman en iliz.

  6. Nag a wech ma mamm daoulinet,
    En iliz-man he deus pedet,
    Pedet evit he bugale,
    Skuilhet daerou war ar pave(z).

  7. Aman ez oun bet divec’hiet
    Gant ar beleg diouz ar pec’hed ;
    Ouz an daol santel pebez joa !
    ’vidoun e deiz ma fask kenta.

  8. Gwelout a ran tron ar Werc’hez.
    Mamm hon ene, hon Rouanez ;
    O, Mari c’houi oar, a-viskoaz,
    ’m eus bet ’vidoc’h Karantez vras.

  9. Me wel, ivez, skeudenn ar sent,
    A ro d’imp harp a-hed an hent ;
    En o zouez me wel hon Patron :
    N’ankounain ket e bardon !

  10. N’em eus ket kavet e-lec’h all,
    Nag en Arvor, nag e Bro-C’hall,
    D’am daoulagad ken dudius,
    D’am c’halon ken karantezus !

  11. Chom a rin betek ma maro,
    Tost d’am iliz e-kreiz ma Bro :
    Me fell d’in beza douaret,
    Gant ma zud-koz en hon bered !