— 178 —
- Nevez deut ha yaouank-tre, kalz aman ’rank mervel ;
Met gounit ’ra o ene ar vuhez eternel.
Roudou o zreid binniget ’chom merket en hon bro,
Ra zeuio c’hoaz Bretoned, kalz c’hoaz henvel outo.
- Tud feal, a wir galon, o welout o foaniou,
Skoazellit hon mision, savit d’imp ilizou ;
Degasit skoliou kristen d’imp ha d’hon bugale,
Ni ’bedo evit goulenn warnoc’h bennoz Doue.
- Ha c’houi misionerien ganet e Breiz-Izel,
Gant ar maro diskaret e-kreiz ar broiou pell,
Eus ar Baradoz pedit ’vit Breuriez ar Feiz,
Goulennit ma chomo start ar feiz kristen e Breiz.
|
N° CXXXII. — Kantig evit an Eurejou.
Diskan
O devez leun a joa ’vidoc’h, tud yaouank kristen,
’Zo deut aman hirie d’en em rei evit biken ;
Da c’houlen digant Doue hag e Iliz santel
War ho promeseou lakat ’vit mat eur siell.
- Dre nerz ar Sakramant ez oc’h breman priejou ;
Netra met ar maro na dorro ho liammou,
Rak, hervez al lezenn, chadenn ar briedelez
Eur chaden dous ha krenv, a bad keit hag ar vuhez.
|