Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/181

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —



  1. Ez oun, siouaz, hep sikour, gwall zouget d’ar pec’hed,
    Ha war hent ar Baradoz e vezan gwall nec’het ;
    Lakait ’ta em c’halon ho toujans d’am sikour
    Da ziwall ouz ar pec'hed, ma gwasa enebour.

  2. A-vreman e gwir vugel, e vevin ’n ho toujans,
    Ho karin a-greiz kalon, C’houi, ma nerz, ma fizians ;
    Tridal a ra ma ene gant anaoudegez vat,
    Rak penn-kenta ar furnez am eus bet evit mat.

  3. Teurvezit, o ma Doue, peurgloza an deiz-man,
    O skuilha hoc’h holl vennoz warnomp-ni holl breman.
    Roit d’hon Aotrou ’n Eskob, d’hon madoberourien,
    D’hon tud ha d’hon mignoned, ho pennoz da viken.

  4. A-greiz hon c’halon, ivez, ni ho ped, ma Jezuz,
    Hon mouez ’vel ar c’hlaz-klemmus : « Grit eur sell truezus
    Ouz Anaon ar Purgator dizec’het o c’hortoz
    An eur ma ’z ay d’ho kwelout e gloar ho Paradoz. »




N° CXXXIV. — Kantig ar Skol Gristen.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=63
      \key bes \major
      \time 6/8
      \partial 8*3
      f8 d ees! f4. bes8 a c | bes4. bes8 a bes
      c4. d8 bes d | c4. d8 d d | d4. c8 bes a
      g4. g8 a g | f4 bes8 a4 bes8 | c4. d8 d d
      d4. c8 bes a | g4. g8 a g | f4 bes8 d4 c8 | bes4. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Ka -- nomp, ka -- nomp da vir -- vi -- ken e -- nor ha
      gloar d’ar Skol gris -- ten, d’ar skol a ra d’ar vu -- ga --
      le a -- naout ha ka -- rout o Dou -- e, d’ar skol a
      ra d’ar vu -- ga -- le a -- naout ha ka -- rout o Dou -- e.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

pe ton CXXXV

Diskan.
    Kanomp, kanomp da virviken
    Enor ha gloar d’ar Skol gristen,
    D’ar skol a ra d’ar vugale
    Anaout ha karout o Doue. (2 w)

  1. Pegen eürus ar parreziou
    O deus dre forz aluzenou
    Savet, kuit da glask. digare(z),
    Skoliou kristen d’o bugale.