Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —



  1. Er skol gristen, ne vezint ket,
    Kelennet evel paganed,
    Hep klevout komz a-hed an deiz
    Eus a Zoue nag eus ar Feiz.

  2. Er skol-se, mistri, mestrezed,
    Bep sul, bep gouel a ya bepred,
    Gant kerent ha bugaligou,
    D’an iliz ’vit an ofisou.

  3. En holl skoliou kristen digor
    ’man ar Groaz er plas a enor ;
    A-raok ha goude labourat,
    Eno ’vez graet eur bedenn vat.

  4. Ar skol gristen d’ar vugale
    ’tresek an Nenv a ra bale,
    Bak ar genta deskadurez
    Eo hent an Nenv, ar santelez.

  5. War ar marc’had e ro d’ezo
    Kement deskadurez a zo.
    Gwelit ! gwelit ! tud dizoue
    A gas d’ezo o bugale.

  6. Doue, hon Tad, gwir vestr ar bed,
    Skuilhit ho pennoz, ni ho ped,
    War ar skol gristen, ma teuio
    Da zerc’hel start ar Feiz er vro.

  7. Grit ma vo sentus pep hini
    Ouz gourc’hemenn an Eskopti
    Hag a lavar d’an holl gerent :
    Ho mab, ho merc’h, d’ar skol gristen !

  8. Grit d’imp kompren er barrez-man
    Pegen diaes ’eo gwrizienna(n)
    E kalon dinamm ar bugel,
    Ar Feiz, ar vertuziou santel.

  9. Grit d’ar gerent kompren ervat
    ’eo da genta d’ar vamm, d’an tad,
    D’ar vamm dreist-holl, war he barlenn,
    Deski d’ar bugel e bedenn.

  10. Argasit pell ar gwallskoueriou,
    Ar skridou fall, ar gwallgomzou,
    Labour euzus an droukspered,
    An dud difeiz ha disakret.