Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/184

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —



  1. Ar beleg ’lak war an aoter
    Korf ha gwad Jezuz, hon Salver
    Ar burzud-se en oferenn
    A santela ar bed kristen.

  2. ’vit chom ganimp war an douar,
    Kendalc’h e varo er C’halvar,
    Jezuz ’glask bepred ebestel
    E pep parroz a Vreiz-Izel.

  3. Ar beleg ’ro ar wir vuhe(z)
    Dre ar Vadeziant d’an ene ;
    D’ar c’hristen kouezet er pec’hed
    E ro ar peuc’h hag ar c’hlanded.

  4. Ar beleg ’sav an tiegez
    War sichenn ar Briedelez.
    Kelenn a ra ar priejou
    Da sevel o bugaligou.

  5. Ar beleg, pa zeu ar maro,
    A ren an ene d’e wir vro.
    En ano Jezuz, ’eo Salver
    ’vit ar poblou, ’-hed an amzer.

  6. Ar beleg a zalc’h plas Doue,
    ’n eur zezrevell ar Wirione(z).
    E skridou kaer an Aviel
    ’man ar garantez divarvel.

  7. Ar Feiz hag ar vuhez kristen
    A dle bleunia e pep tachenn ;
    Kerkoulz e pell-bro ’vel e Breiz,
    Beleien ’zo ezomm e-leiz.

  8. Da labourat gant ar beleg,
    Doue ’c’houlenn tud kalonek,
    Leaned ha leanezed,
    Er skol mistri ha mestrezed.

  9. Galv Doue da veza beleg
    ’zo eur c’hreunenn ken talvoudek
    Ma tleer pedi an Hader
    Da hada stank greun an Aoter.

B.-L.