- Eus an Arvor, ar Menez deredet gant dudi,
Kanomp hirie da Zoue, kanomp e veuleudi.
Eun deiz kaer evel heman, deiz eun oferenn nevez
A zo eun deiz a vennoz paret war eur barrez.
Diskan
Bennoz, bennoz d’eoc’h Jezuz, ha mil gwech trugarez
Evit an enor dispar hoc’h eus graet d’hon parrez ;
O tont enni da zibab hag enni da c’hervel
’Vit sevel ouz an Aoter, adarre eur bugel.
- Evit ober eur beleg, Doue, d’ar Vadeziant
A verk gant e zourn santel ar bugel ’zo d’e c’hoant
Ha dre ma kresk en oad, e skiant, e furnez,
Aked an Aotrou warnan a gresk ivez bemdez.
- Evit ober eur beleg, Doue, d’ar bugelig,
A laka eur vamm gristen e-tal e gavellig,
Eur vamm a oar luskellat ervat he bugale
E karantez ar Werc’hez, e karantez Doue.
- Evit ober eur beleg, Doue, gant plijadur,
Abred a ro da glevout e c’halv d’ar c’hrouadur ;
Hag ar bugel dibabet, sentus ouz mouez Doue,
A lavar a-greiz kalon : « D’eoch ’oun korf hag ene. »
- Neuze, tennet eus ar bed, lakaet er sioulder,
Ar bedenn hag ar studi, pell a vez e breder…
Eun deiz, deiz a levenez, e weler war e benn
Dourn an Eskob astennet… Beleg ’eo da viken !
- Skuilhit, Jezuz, ho pennoz war ho peleg yaouank ;
Lezit warnan ho krasou da redek puilh ha stank…
Ar beleg eo ho kannad, mignon hon eneou,
Hoc’h eus karget d’hon hencha betek porz an Nenvou.
- Ar beleg en e zourn sakr a zoug alc’houez an Nenv,
Gant e gomz, hon ene klanv a zeu nerzus ha krenv.
O burzud dreist pep burzud ! d’e gomz Jezuz zoken,
Eus uhelded an Nenvou, davetan a ziskenn.
|