— 186 —
- Ya ! Jezuz, krouer pep tra, Jezuz, prener ar bed,
Jezuz gwir vab an Hini n’eus warnan mestr ebet,
Ouz komz nerzus ar beleg bemdez a zo sentus,
Diskenn ’ra eus e balez war e c’her burzudus.
- Santez Mari, Mamm Doue, Rouanez Breiz-Izel,
Roit d’ar beleg yaouank, ho pennoz, ho skoazell.
E garg a zo damhenvel, Gwerc’hez, ouz hoc’h hini :
Grit ma kendalc’ho bemdez da santelaat enni.
- O, Sant Erwan binniget, eus barr skedus an Nenv,
Harpit ho peleg yaouank, ho prec’h d’eoc’h-c’houi, zo krenv,
Ma c’hello war ho roudou pell, pell amzer bale,
Skuilha sklerijenn ar Feiz, ’veldoc’h, en hon ene.
|
N° CXXXVII. — A-raok kuitaat an Iliz diouz an abardaez.
Diskan.
Kent ho kuitaat, Jezuz hon Aotrou
E c’houlennomp holl ho pennoz :
Amañ e lezomp hon c’halonou,
Hon diwallit a-hed an noz.
- Mari, hon Mamm muia karet,
Roit d’imp ho pennoz ive(z) :
’vit hon mirout ouz an droukspered,
Chomit e-kichen hon gwele.
|