2l lodenn : Pedennou ha kenteliou betek fin an Aviel.
3vet lodenn : An ofertouer hag ar pedennou all betek ar Sanctus.
4vet lodenn : Pedennou ar Sanctus, ar Gorreou, ar Bater, betek ar Pax Domini, pa dorr ar beleg an Osti.
5vet lodenn : An Agnus Dei, hag ar pedennou araok ar Gommunion.
6vet lodenn : Pedennou evit trugarekaat goude ar Gomunion, betek fin an Aviel diweza.
In nomine Patris et Filii
et Spiritus Sancti. Amen.
Ar beleg. — Introibo ad
altare Dei.
Respont. — Ad Deum qui
laetificat juventutem meam.
En Ano an Tad+ hag ar
Mab hag ar Spered Santel.
Evelse bezet graet.
Ar beleg. — Me a savo ouz
Aoter Doue.
Respont. — Ouz an Doue
a ro levenez d’am yaouankiz.
Bodet endro d’an Aoter, ar beleg hag ar Gristenien a ziskouez o fizians e Doue.
Ar beleg. — Judica me,
Deus, et discerne causam
meam de gente non sancta ;
ab homine iniquo
et doloso erue me.
Respont. — Quia tu es,
Deus, fortitudo mea,
quare me repulisti, et
quare tristis incedo,
dum affligit me inimicus ?
Barnit ac’hanoun ma
Doue, ha difennit ma
gwir a enep d’eur bobl
disleal ; ma diwallit
ouz an den fall ha gidas.
Rak c’houi, Doue eo ma
nerz ; perak hoc’h eus
ma zaolet pell diouzoc’h,
ha perak e valean en
dristidigez, gwasket gant
ma enebour ?