— 20 —
N° XVI. — A-vreman betek ar maro.
- A-vreman betek ar maro
meulomp Jezuz hag e ano
Ra vo karet e peb amzer
Hag adoret war an aoter
- D’ar bobl ’zo aman, ma Salver,
O kana dirak hoc’h Aoter,
Teurvezit rei, gant ho pennoz,
Nerz d’ho servija deiz ha noz.
- Enor d’an Tad ha d’ar Spered
Dre-holl, dalc’hmat, evel m’eo dleet :
Ha da Jezuz-Krist, hon Salver,
Er Sakramant eus an Aoter.
|
N° XVII. — Meulomp holl da viken