Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/200

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —

(aman, sonjomp en dud hon eus da bedi evitê), hag eus ar re holl a zo aman, a zo anavezet ganeoc’h o feiz hag o furnez. Evitê e kinnigomp, pe i a ginnig d’eoc’h ar sakrifis-man a veuleudi, evitê, evit o zud, evit silvidigez an eneou, evit ma vefont saveteet ha diwallet, hag e kinnigont d’eoc’h o deveriou, d’eoc’h c’houi an Doue eternel, an Doue gwirion ha beo.

Pedenn d’ar Sent

Unanet er memes kredenn, ec’h enoromp ar Werc’hez glorius Vari, Mamm da Zoue, Mamm d’hon Salver Jezuz-Krist, hag hoc’h Ebestel eürus ha merzerien Per ha Paol, Andreo, Jakez, Yann, Thomas, Jakez, Filip, Berthele, Maze, Simon, ha Tadde ; Lin, Klet, Klemant, Xyst, Korneli ; Syprian, Lorans, Krysogon, Yann ha Paol, Kosm ha Damian ; hag hoc’h holl sent ; abalamour d’o meritou, ha d’o fedennou, grit ma vefomp, e pep tra, diwallet gant ho sikour. Dre Jezuz-Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.

Ar beleg a astenn e zaouarn war an Osti hag ar c’halir.

Rak-se, ni ho ped da zigemer an donezon-man a ginnig d’eoc’h ho servijerien hag ho familh holl ; reit d’imp ar peuc’h e-pad hon buhez, hon diwallit eus an daonasion eternel hag hon digemerit, eun deiz, e-touez ho sent. Dre Jezuz-Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.

Ar beleg, eur wech c’hoaz, a vinnig ar bara hag ar gwin a ya da veza chenchet e Korf ha Gwad Jezuz.

An donezon-man, Aotrou Doue, grit ma vo e pep tra, binniget, kavet mat, digemeret, dign da blijout d’eoc’h ; ma teuio da veza evidomp korf ha gwad ho Mab karet, Jezuz-Krist hon Aotrou.


KONSEKRASION AR BARA


   Qui pridie quam pateretur,
accepit panem in sanctas
ac venerabiles manus
suas ; et elevatis oculis in
cœlum, ad te Deum Patrem
suum omnipotentem,
tibi gratias agens benedixit,
fregit, deditque discipulis
suis, dicens : Accipite
et manducate ex hoc
omnes :



   HOC EST ENIM CORPUS
MEUM.


   En deiz a-raok ma c’houzanvas,
Jezuz a gemeras
ar bara en e zaouarn meurbet
santel, ha goude beza
savet e zaoulagad war-du
an Nenv, trôet ouzoc’h-
c’houi, Doue e Dad holl-
c’halloudek, o trugarekaat
ac’hanoc’h, e vinnigas ar
bara hag e rôas d’e ziskibien
en eul lavarout : kemerit
ha debrit holl anezan.

   RAK AN DRAMAN EO
MA C’HORF.