Ar b. — Per omnia sæcula
sæculorum.
R. — Amen.
Ar bel. — Pax+ Domini+
sit semper+ vobiscum.
R. — Et cum spiritu tuo
E -pad an holl amzer.
Evelse bezet graet.
Peuc’h Doue da vo ganeoc’h,
bepred.
Ha gant ho spered.
Ar beleg a laosk eun tamm eus an Osti da goueza er c’halir, evit merka eo unanet Korf Jezuz gant e Wad, hag a lavar :
Ra dalvezo d’imp, evit ar vuhez eternel, Korf ha Gwad hon Salver Jezuz-Krist, ez omp o vont da resev. Evelmse bezet graet.
Agnus Dei, qui tollis
peccata mundi ; miserere
nobis.
Agnus Dei, qui tollis
peccata mundi ; miserere
nobis.
Agnus Dei, qui tollis
peccata mundi ; dona nobis
pacem.
Oan Doue, hag a lam
pec’hejou ar bed, ho pet
truez ouzimp.
Oan Doue, hag a lam
pec’hejou ar bed, ho pet
truez ouzimp.
Oan Doue, hag a lam
pec’hejou ar bed, reit d’imp
ar peuc’h.
O Salver Jezuz-Krist, c’houi hoc’h eus lavaret d’hoc’h Ebestel : ar peuc’h a lezan ganeoc’h, ar peuc’h a rôan d’eoc’h ; na sellit ket ouz ma fec’hejou, met ouz Feiz hoc’h Iliz, ha plijet ganeoc’h rei d’ezi ar peuc’h he deus ezomm, hag ober d’imp beza unanet etrezomp ; c’houi hag a vev evel Roue a viskoz ha da viken. Evelse bezet graet.
Aman, en Oferenn-bred, ar veleien a ro ar pok a beuc’h an eil d’egile, en eul lavarout : Pax tecum : ar peuc’h da vo ganeoc’h ; respont a reer :Et cum spiritu tuo :ha gant ho spered.