Gwad hon Salver Jezuz-Krist ra viro ma ene evit ar vuhez peurbadus.
Ar beleg, goude komunia, a walc’h ar c’halir, gant eun nebeud gwin, en eul lavarout :
Grit, o ma Doue, ma virfomp en eur galon c’hlan ar sakramant hon eus kemeret a c’henou, ha ma talvezo d’imp an donezon bet hirie, da c’hounit ar vuhez a bado da viken.
Ho Korf am eus kemeret, o ma Doue, hag ho Kwad am eus evet, grit ma chomfont em c’hreiz, ha grit na vano ennoun netra lous gant ar pec’hed, goude ma ’z oun bet maget gant ho sakramant kaer ha santel ; c’houi hag a vev evel Roue e-pad an holl amzer.
Ar beleg a ya e tu dehou d’an Aoter hag a lenn ar gomunion, goude beza poket da greiz an Aoter, e lavar, troet trezek an dud :
Ar bel. — Dominus
vobiscum.
Respont. — Et cum
spiritu tuo.
Doue ra vo ganeoc’h.
Ha gant ho spered.
Neuze ar beleg a ya e tu dehou an Aoter da gana pe da lenn ar beden goude ar gomunion ; echu ar beden, e serr al levr hag e tizro da greiz an Aoter da lavarout :
Ar bel. — Dominus
vobiscum.
Respont. — Et cum
spiritu tuo.
Ar b. — Ite Missa est.
Doue ra vo ganeoc’h.
Ha gant ho spered.
It, lavaret eo an oferenn.