Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/208

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —

eo bet graet pep tra, ha hepan n’eus bet krouet netra eus ar pez a zo bet graet. Ennan oa ar vuhez, hag ar vuhez oa sklerijenn an dud, bag ar sklerijenn a zo o lugerni en denvalijenn, hag an denvalijenn, n’he deus ket bet komprenet. — Beza oe eun den digaset gant Doue, e ano Yann (Badezour). Dont a reas evit beza test, evit rei testeni d’ar sklerijenn, evit lakaat an holl dud da gredi. N’eo ket hen oa ar sklerijenn, met deuet e oa da rei testeni d’ar sklerijenn.

Ar Ger (Mab Doue) oa ar sklerijenn wirion a lugern war bep den a zeu er bed man. Er bed e oa, hag ar bed a zo bet graet gantan, ha n’eo ket bet anavezet gant ar bed. Deuet eo en e dra, ha n’eo ket bet digemeret gant e dud. Met, d’ar re o deus hen digemeret en deus rôet ar c’halloud da veza bugale Doue, d’ar re a gred en e ano, ar re n’int ket ganet eus ar gwad nag eus ar c’horf nag eus youl (bolantez) an den, met eus Doue e-unan, (aman e pleger ar glin). Hag ar Mab a zo en em c’hraet Den, ha a zo deuet da chom en hon mesk, gwelet hon eus e c’hloar, evel gloar Mab Unik an Tad, leun a c’hras hag a wirionez.


   Resp. — Deo gratias.

Trugarez da Zoue.


————