Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —
4
Ma ene paour, o Jezuz,
Ganeoc’h ’zo bet gwalc’het,
Breman eo kaer-meurbet
Dre ho kras, o ma Jezuz.
5
Ma skoazellit, o Jezuz,
Ar rest eus ma deiziou,
E-kreiz ma holl boaniou,
Bezit ganin, ma Jezuz.
6
Hastit, hastit, o Jezuz,
Terri ma chadennou :
Na pegoulz en Nenvou
Ho meulin, o ma Jezuz.
7
Meuleudi d’eoc’h, o Jezuz,
Dre-holl, e pep amzer ;
C’houi ken mat ’n hon c’henver,
Meuleudi d’eoc’h, ma Jezuz.
N° XIX. — Enor ha gloar.
Diskan
Da Jezuz-Krist Doue ha den Roue Tad e grouadurien. |