— 49 —
- Me e veulo diouz ar beure,
Ha pa zeuy an noz adarre,
Mari,
Ha pa zeuy an noz adarre.
- Em poaniou me e veulo c’hoaz,
Evit ma vo skanvoc’h ma c’hroaz,
Mari,
Evit ma vo skanvoc’h ma c’hroaz.
- D’am frealzi war ma maro,
Ne c’houlennan ’met hoc’h ano,
Mari,
Ne c’houlennan ’met hoc’h ano.
- Pa vo klozet ma daoulagad,
Me sonjo em Mamm dous ha mat,
Mari,
Me ’sonjo em Mamm dous ha mat.
- Pa vezo ma zeod sklaset.
A galon ’lavarin bepred,
Mari,
A galon ’lavarin bepred.
- Eürus mar gallan mervel
Gant hoc’h ano war ma muzell,
Mari,
Gant hoc’h ano war ma muzell.
|
N° XLII. — O ma Jezuz, na pegen kaer !