— 5 —
- Kinnig ’ran c’hoaz ar « Sakrifis »
’Vit hon Mamm santel an Iliz,
Ma trec’ho dre-holl er brezel
Graet a bep tu d’an Aviel.
- Bremasouden, ô ma Salver,
E tiskennot war an Aoter ;
Kargit a feiz krenv ma ene,
Ha ma c’halon a garante(z).
- Ho pet sonj, c’houi Gwerc’hez Vari,
Hoc’h eus e c’hanet ’vidomp-ni,
Taolit ’ta warnan ha warno(u)n
Eur sell a vamm, sell ar galon.
|
N° III. — An “ Adoro te ”.
Ton : Adoro te.
- M’hoc’h ador gant doujans, o Doue kuzet,
A chom aman gwir-mat en osti sakret ;
Holl, d’anzav oc’h enni e pleg ma c’halon,
Hep gortoz kompren eur mister ’zo ken do(u)n.
- Lagad, dorn ha genou a fazi ama,
Met ’dal m’hoc’h eus komzet, me gred hep krena(n) :
Penaos ne gredfen ket lavar Mab Doue ?
Gwiroc’h ’vit e gomz n’eus ket eur wirione(z).
- Er groaz en em guzec’h ’vel Doue hepken ;
Aman ez oc’h kuzet ’vel Doue ha den :
C’houi, ma Salver Jezuz, C’houi eo koulskoude,
Ha gant feiz al laer mat ho pedan ive(z).
- Gouliou ho korf sakr Tomaz o gwele ;
Hep gwelout me ho kalv ma Mestr, ma Doue,
Grit ma kresko em ene ar feiz bemdez,
Koulz, vel an esperans, hag ar garantez.
- Osti a zegas sonj eus maro Jezuz,
Bara leun a vuhez, d’am ene magus,
Bezit c’houi ma bevans, ha grit d’am spered
Kavout ennoc’h blaz mat, blaz Doue bepred.
- Pellikan truezus, ma Zad, ma Aotrou,
Am gwalc’hit en ho kwad diouz ma fec’hejou :
Eur strink hepken a c’hall gwalc’hi holl ar bed,
A gement pec’hed a zo hag a zo bet.
|