Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —


Diskan.
    Mari, ma Itron ma c’harantez,
    Renit em c’halon ha bemnoz ha bemdez
    Renit em c’halon ha bemnoz ha bemdez.

  1. M’ho kar Gwerc’hez hag ho karout ma Itron
    ’vel ma Salver fell d’in diouz ma gwella
    M’ho kar Gwerc’hez ha bepred ’kreiz ma c’halon
    Goude Jezuz c’houi a vo ar genta.

  2. M’ho kar, Gwerc’hez, rak me ’glev war ar C’halvar :
    Ar Groaz hoc’h eus glebiet gant ho taerou
    O lavarout : Ar Werc’hez ivez da gar,
    Pa ro he Mab evit da bec’hejou.

  3. M’ho kar, Gwerc’hez, ha ganeoc’h ez oun karet,
    Ho karantez, ganti ’vin bepred krenv ;
    Nag a c’hrasou dre ho taouarn binniget
    D’an neb ho kar a ziskenn eus an Nenv !

  4. M’ho kar, Gwerc’hez, pet gwech dirak hoc’h aoter,
    N’em eus ket me kontet d’eoc’h ma foaniou ?
    C’houi ’roe d’in nerz ha fizians, Mamm dener !
    Mari, ma Mamm, c’houi sec’he ma daerou !

  5. M’ho kar Gwerc’hez, hag evit ma vin karet
    En holl amzer, ganeoc’h c’houi muioc’h-mui,
    Me a viro ma ene ouz ar pec’hed
    Ha ne garin nemet Jezuz ha c’houi.

Miz Mari an Ao. Cabec.




N° XLIV. — Da Vari a-viskoaz.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=58
      \time 6/8 
      \partial 8*3
      e8 e a a4 b8 a4 g8 | c b a a4 g8 \break
      e4. e8 e a | a4 b8 a4 g8 | c b a a4 g8 \break
      e4. d8 e f | g4 a8 a4 g8 | a e d g4 f8
      e4. d8 e f | g4 a8 a4 g8 | c b a a( g) a
      a4.~ a4 r8 \bar "||" a4^\markup {\italic Diskan} g8 a4 c16( b) | a4 g8 a4. \break
      e4. g4 g8 | a4 e16( d) c4 d8 | e4.~ e4 r8 \break
      b'4 c8 d4 c8 | b4 c16( b) a8 g4 \break
      \stemUp a8 b c b e,\fermata a | a4. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Ken -- ta kom -- zou a zes -- kis war an oa -- led, er
      gêr, A voe’n a -- no a Va -- ri ha Je -- zuz e mab
      ker ouz ma c’her -- c’hen e tou -- gen e pign he me -- da --
      lenn ha Me ho sa -- lud Ma -- ri voe ma c’hen -- ta pe --
      denn. A vi -- ha -- nik em euz ka --
      ret hag e -- no -- ret ar Wer -- c’hez
      Be -- pred em eus hec’h an -- za -- vet
      e -- vit Mamm ha Rou -- a -- nez.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }