Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/53

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —



  1. Kentan komzou a zeskis war an oalet, er gêr,
    A voe ’n ano a Vari ha Jezus he Mab ker :
    Ouz ma c’herc’hen e tougen e pign he medalen.
    Ha Me ho salud Mari oa ma c’henta peden.

Diskan
    A vihanig am eus karet hag enoret ar Werc’hez ;
    Bepret em euz hec’h anzavet evit Mamm ha Rouanez.

  1. Nag a wech he dourn tener, abaoe ma badeziant,
    ’bellaas diouz ma c’havell pechou an aerouant ;
    Nag a wech he daoulagad, evel diou steredenn,
    War eun dro gant re ma mamm, a baras war ma fenn !

  2. ’lies em bugaleaj ma mamm d’in lavare :
    « Eur vamm all ec’h eus en Nenv gwelloc’h egedoun-me. »
    Ha p’am douge d’an iliz, biken n’ankounain,
    Dirak aoter ar Werc’hez am lake d’an daoulin.

  3. Brassat ’rae ma fizians dre ma kresken en oad ;
    Gant aon da boania ma Mamm e talc’his en hent mat,
    Betek an deiz m’am renas ’trezek an daol santel,
    E-lec’h ma tiskenn Jezuz e kalon e vugel.

  4. Breman pa vezan nec’het gant klenved pe glac’har,
    Pa welan an droukspered o c’hantaat ma diskar,
    Eus kreiz ma c’halon kerkent e sav eur griadenn :
    « O Mari, o Mamm garet, deut eta d’am difenn.

  5. Eun deiz pa vin daoubleget dindan ar bloaveziou,
    Hag e ve stanket ma mouez ha mut ma muzellou,
    E sonjin bepred ennoc’h, ha da heul ma ene,
    Ez ay, ma Mamm, hoc’h ano ganin betek Doue.




N° XLV. — Maria, Mater gratiæ.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=58
      \key g \major
      \time 6/8
      \partial 8*1
      b'8 b4 c8 b4 a8 | b4( g8) e4 g8 \break
      fis4 g8 a( g) fis | e4.~ e4 b'8 | b4 c8 b4 a8 \break
      b4( g8) e4 g8 | fis4 g8 a( g) fis | e4.~ e4 e8 \break
      b'4 b8 g a c | b4. g8 a g | fis4.~ fis4 e8
      b'4 b8 g a c | b4. g8 a fis | e4.~ e4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Ma -- ri Gwer -- c’hez c’hal -- loud -- us Mamm
      dous ha Mamm de -- ner C’houi zo be -- pred tru --
      e -- zus e ken -- ver ar pe -- c’her Pel --
      la -- it diouz hon e -- ne e e -- ne -- bour, dreist
      holl da fin hon bu -- hez Deut d’hon si -- kour.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }