Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —


1

Kalon dous a Vari,
Leun a garantez
Ni zeu d’ho saludi
Gant an holl aelez

Diskan

Ave, ave, ave Maria ;
Ave, ave, ave Maria.



2

Piou c’hallfe lavarout,
Kalon druezus,
Pegeit ’it ’vit karout
Bugale Jezuz ?

3

C’houi hoc’h eus e welet
Er c’hraou evidomp,
War ar plouz astennet,
Ha paour eveldomp,

4

Ganeoc’h e Nazared
Jezuz, ho pugel
En deus bet labouret
Da rei d’imp kentel.

5

War ar C’halvar goude
Pebez kalonad !
Dirazoc’h pa skuilhe
Evidomp e wad.

6

’N e gomzou diweza,
Sonj hoc’h eus, Gwerc’hez
’Lavare d’eoc’h beza
Mamm an holl dud kaez.

7

Eur Vamm a galon vat,
Dreist an holl mammou
En hon c’henver dalc’hmat
Ez oc’h en Nenvou.

8

Breman omp holl spontet
Mui eget biskoaz,
O welout disprizet
Jezuz hag e Groaz.

9

Ar bed en deus ezomm
’N eun amzer ken kri(z)
Eus eur galon ken tomm
Ha kalon Mari.

10

An Iliz hag ar Pab
’N ho trezeg a sell,
Digant Jezuz, ho Mab
Pa glaskont skoazell.

11

Selaouit ouz o mouez,
Komzit ouz Jezuz,
Ma vougo en hon touez
Ar brezel mezus.

12

Ar Brezel didruez
A reer a bep tu,
Enep ar Wirionez,
Enep ar vertu(z).

13

Roit nerz ha skoazell
D’imp ivez e Breiz,
Ha mirit divarvel
Ar Feiz en hon c’hreiz.




N° XLVII. — Da galon Mari.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=54
      \key g \major
      \time 3/8
      \stemUp
      b'4 b8 | b a g | a4 e8 | d4. \break
      g8 fis g | a4 b8 | g8.( a16) b8 | a4. | b4 b8 \break
      b a g | a4 e8 | d4. | g8 fis g | a4 b8 \break
      c( a) b | g4. \bar "||" a4^\markup {\italic Diskan} b8 | c a b | g4. \break
      a4 b8 | c a b | g4. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Eur c’hoant bras am euz da veu -- li
       Ka -- lon ma Mamm, ka -- lon Ma -- ri Ho -- gen
       pe -- naos e kre -- din me Meu -- li tron eü -- rus
       Mab Dou -- e Ka -- lon dous a Va -- ri
       Pe -- dit e -- vi -- domp -- ni.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }