Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

9

An hent, mar deo diaes,
Neb a gerz drezan
Betek dor he Falez
’Vo renet gantan.

10

Neuze ni, dianken,
Tro-war-dro d’he zron,
A veulo da viken
Mari, hon ltron.




N° LIV. — Itron Varia Lourd.
Ton : XLVI.


1

Eun deiz a viz C’houevrer,
D’an eur a greiste(iz),
Pa sone ’us pep kêr
Kloc’h an teir Ave. Ave…

2

Eur plac’hig yaouank flamm
Merc’h eur micherour,
A glaske koad d’he mamm,
O vont ’hed an dour.

3

Kreiz eur sklerijenn
Dirak Bernadeta
Setu o tiskenn
Eun itron ar gaera.

4

He sae a zo gwennoc’h
Eget lilienn ;
Eget an oabl glasoc’h
Ez eo he seizenn.

5

War he zreid diou rozenn
En aour a weler,
Er Baradoz hepken
’Z eus bleuniou ken kaer.

6

’N he dourn eur chapeled,
Chadenn aour, greun gwenn
Uheloc’h ’vez gwelet
Eur ouel war he fenn.

7

’Kreiz ar roc’h, en he sav,
’Lies evel-se
An Itron dianav
A baras goude.

8

Meur a wech e komzas :
Selaouomp he mouez
Evel m’he selaouas
Bernadeta gaez.

9

« C’houi hag ar gristenien.
Ma merc’h, emezi,
Evit ar bec’herien
E tleit pedi. »

10

Aman ra vo gwelet
Kalz a dud o tont,
Hag eur chapel savet
War ar roc’h du-hont.

11

Eur wech ’lavare
Da Vernadeta :
Ouz dour ar vammenn-se
Tostait d’eva.

12

Dindan ar roc’h eno
Biskoaz ne oa bet
Nemet deliou maro
Ha geot dizec’het…