Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —


Diskan

Meulomp hon Salver da veza roet
D’an dud evit Mamm e Vamm viniget
D’an dud evit Mamm e Vamm viniget


1

C’houi o Gwerc’hes leun a c’hras
A zo dibec’h a viskoaz
Ar re all holl ’vez ganet
’baoe Adam er pec’hed.

2

Abred d’an Templ voec’h kaset
Evit pellaat diouz ar bed :
Kuzet eno, hoc’h ene,
War gaeraat bemdez yae

3

Eus ar gwragez n’eus hini
A vefe bet koulz ha c’houi.
Setu perak ho Krouer
Evit e Vamm ho kemer.

4

E Nazared, dianav,
C’houi gant Jezuz en em gav :
War ar C’halvar ez oc’h c’hoaz
En e gichen, ’harz ar Groaz.

5

C’houi ’zo breman Rouanez
War ar bed holl ha mestrez :
Dre ho taouarn ar grasou
A ziskenn eus an Nenvou.

6

Mamm galloudus dreist an holl,
Mirit ouzimp d’en em goll :
Boazet oc’h da zont a-benn
Da flastra d’an diaoul e benn

7

’Hed hon beaj, o Mamm vat !
Roit d’imp ho tourn dalc’hmat
Ar bugelig hep e vamm
Da bep kammed en deus lamm




N° LVI. — Breiz-Izel da Vari.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=96
      \key d \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \partial 8*2
      d8^\markup {\italic Diskan} e fis4 fis fis e8 d | fis4 fis fis a8 d
      cis4 b a g8 fis | e4 e e\fermata d8 e | fis4 fis g8([ fis]) e[ d]
      fis4 a d\fermata d8 d | cis([ a]) a([ cis]) e4 e \break
      d2. r4 \bar "||" a fis d' fis, | a2 g4 r \break
      g fis e d | fis2( e4) r | a fis d' cis \break
      b2 e4. r8 | d4 cis b cis | a2. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Ma -- ri vo be -- pret Mamm ar Vre -- to -- ned tud a
       ga -- lon vad ha pen -- nou ka -- let Ma -- ri war hon bro be -- pred
       a re -- no ’keit ha vo mor tro -- war --
       dro. ’Da -- leg an oad ken -- ta
       ar bu -- gel e Breiz A zoug a -- no
       Ma -- ri skri -- vet en e greiz.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }