— 69 —
- Pa sone trist o eur diweza(n),
O daouarn stardet ouz ar Groaz,
A galon kent kuitaat ar bed-man,
E c’halvent Mari eur wech c’hoaz.
- Breman ganti dirak tron Jezuz,
Emaint bodet er Baradoz :
Ganti d’hon tro ni a vo eürus
Mar heuliomp roudou hon tud-koz.
|
N° LVIII. — Da Vari evit ar Vretoned divroet.
- Mari pa’z oc’h Mamm Breiz-Izel
Ni ho ped da deurel eur sell
War meur a Vreton divroet
Ha ganimp-ni n’ho pedont ket.
- An delienn c’hlas, eur wech distag
Diouz ar wezenn he doug, he mag,
Kaer he deus nijal ha bale,
Er poull a vreino hep dale.
- Evel-se kalz a Vretoned.
Pell diouz ar gêr pa ’z int tec’het
A wenv a gorf hag a galon
Hep Doue na relijion.
- Kalz a zismantr ’hed an hentou
Pinvidigez o eneou.
War zigarez gounit arc’hant
A freg sae wenn o badeziant.
|